Ha setu daou zarvoud pouezus d’e vuhez: kavout a ra Katell, ur
Vrusseladez anezhi, war e hent, ha war-un-dro, "kudenn Vreizh", e 1961
emaomp.
Dibab a ra e donkad, da virviken: Barzh e vo, evit Breizh, evit e Vro a
c’houzañv, evit e yezh a varv, evit e bobl a ya da c’hall. Terriñ a ra
didro gant ar C’hwec’hkogn da sammañ war e choug, war veg e deod
kentoc’h, banniel Breizh mezhekaet gant an alouberion. Stourmer e vo
adal da vremañ, hag hucher, hoper-noz en tavarnioù pa salioù bihan,
mallozher-deiz war droioù-kamm ar Gall.
Dalc’homp-koun e voe e-unan-penn, kazi, d’ar mare-se, o krediñ stourm
war an dachenn bolitikel evit e Vro. Peurrest ar Vreizhiz ne gredent
ket, evit doare c’hoazh, adsevel o fenn stouet dirak o mistri. Lod a
groge ar stourm war an dachenn armerzhel ha kevarzhel (MOB - CELIB),
lod all war an dachenn sevenadurel (Kelc’hioù keltiek, bodadegoù
sonerion, bagadoù: BAS - Kendalc’h). Den ebet war hini ar politikerezh,
den nemetañ! Setu perak e voe skarzhet da vat ha da viken diwar
wagennoù ar skingomz hag ar skinwel, ken e Pariz hag e Breizh. Evit ur
c’haner a-vicher...an dizesper hag ar marv!
Ne varvo ket, avat, birvidikañ-birvidikoc’h e vo a-hed e vuhez. Atav e
penn-kentañ ar stourm. Eñ, ar Barzh o tont eus pellder ar Grenn-Amzer,
eus donder hon eñvor a-stroll, da vrezeliñ a-gevret gant marc’heion an
Daol-Grenn ha da gas ar Gall er-maez.
Ha petra, ta lâr ar barzh ?
Diwar-benn Pariz :
« Sodome c’est Paris et Paris c’est la France
L’on y crève à genoux, l’on y vit tout pareil. » (Sodome)
Diwar-benn Breizh :
« Et voici bien ma terre
La vallée de mes amours
Quand bien même se lève
En fleur de bruyère
La graine d’insoumission
Je retrouve ici ma terre
La vallée de mes amours. » (Le retour)
Kadour leun e galon a garantez hag a spi :
« Je crois en la joie qui naît de la terre
au rire qui naît d’une belle moisson
à tout le bonheur du coeur qui n’aspire
qu’une douce clarté au fond de sa prison.
Je crois en la joie de nos tristes humains
Aux beaux rêves d’amour sans lendemain. » (Credo de la joie)
Met un den a-enor na davo ket dirak an nerzh:
« Dieu me damne
Si pour grimper les honneurs
Qui font rois les ratés de la terre
Il me faille renier l’âme et le coeur
Du paysan que fut mon père
Dieu me damne. » (Dieu me damne)
Ha piv a gredo ankounac’haat pozioù e ganaouennoù brezhonek. Piv
e-touez « ar-re gozh » n’en deus ket bet ar chañs da glevout mouezh
tomm, raouliet, kreñv ha kounnaret Glenmor o kanañ en un davarn
mogedet, klouar evel ar chopinad bier rouz a veze war an daol, avel ar
gorventenn ha tousmac’h an emsavadenn o tifoupañ trumm war ar pennoù
hag an empennoù :
« O Keltia,
ar mor a glemm fennozh
dindan treid an estren
Breizh a glemm.
O Keltia,
‘n avel a yud fennozh
dindan gwask ar Gall
Breizh a yud.
O Keltia,
Lez-Breizh a zo distro
Ar mor hag an avel
sur a gano.
O Keltia. » (O Keltia)
O c’hourdrouz, astennet e vrec’h, serret e vell-dorn gantañ, dispac’her e Vro :
« Princes entendez bien, vous germez dans la fumure populaire et
vous êtes solitaires. Le grain qui se refait à la même terre est damné
puis il dégénère.» (Princes, entendez bien)
Piv n’en deus ket kanet evit soudarded kuzh an FLB-ARB ?
« Poent eo stagañ, Bretoned,
Gant stroum-meur ar vro.
Poent eo skubañ an oaled
Kempenn an erv.
Un deiz e vo sklaer an amzer
War hentoù don ar brezel kuzh.
Un deiz e vo loc’hus ha taer
Distro Arzhur war e varc’h ruz.
Poent eo stagañ, Bretoned,
Gant stourm-meur ar Vro! » (Kan-bale an ARB)
E-pad ouzhpenn tregont vloaz a-gevret gant Fañch Bernard ha Bernard
Benoît, e sonerion, e kano evel-se ar vuhez, ar garantez, ar stourm, ar
marv ha tonkad Mab-Den, tonkad ar Breizhad, kea. Heñcher-meur barzhed
ha stourmerion ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent, evel Alan Stivell, Jil
Servat pe Dan ar Bras e vo. Anavezet ha meulet gant an holl, hep kontañ
e vignoned Morvan Lebesque ha Zavier Grall.
Hag ar yezh, emit-hu ?
« Au début j’étais un peu, moi aussi, bretonnant et chauvin. Donc, avec
un peu de mépris pour les Gallos. J’étais bretonnant ! Je me suis
aperçu que de bons Bretons, il y en a dans tous les pays de Bretagne.
Je crois même que le plus fort sentiment de la bretonnitude se trouve
sur les frontières. Là, vraiment, tu trouves des Bretons de sentiment,
hein ! » (Ar Men, niv 79 - diviz gant Ronan ar C’hoadig).
Hag ar vroadelezh, ar vroadelouriezh zoken ?
« Moi, j’ai été naturellement un nationaliste breton...J’avais un
prof, l’abbé Jean Martin, qui est toujours vivant (miz Gwengolo 1996).
Il était prof de philo. Il enseignait le breton et c’était un
nationaliste breton. J’avais la chance d’avoir un surveillant, l’abbé
Morin, qui était au PNB pendant la guerre. Il nous vendait Ololé. »
Ha davet ar yaouankiz ?
« Un mouvement de masse ! Qui soit dirigé. Qui s’amplifie partout.
Qui soit économique et social. Pour former une masse - oui , mais ça,
c’est un rêve - assez puissante pour imposer à la France, grâce,
d’ailleurs à l’Europe qui se fait, l’indépendance de la Bretagne... Et
puis, de toute façon, je reviens ! Et fais gaffe ! Parce que, ce
jour-là, je reviens avec la mitraillette ! »
Ya, un dispac’her e oa hon den, unan gwirion, hag ur broadeler ivez, ha
n’eo ket eus an tu kleiz-pellañ e oa, en desped da dud zo, met eus tu e
Vro, e istor, e hengoun, e yezh, eus tu ar re zister, ar werin, ar
maezioù, eus tu ar Gwir hag ar Reizh, eus tu ar Bobl hag ar Vroad, pa
lârin mat :
« Princes, entendez-bien. Vous avez détrôné les rois tout en gardant le
trône. Les fermes générales se nomment préfectures. De la place
guillotine aux nouvelles baronnies, un cortège de fripons essaime les
cendres de la roture. La tour défaite, la tour jacobine, l’insolence
des valets se drape dans le pourpre des messes royales... Compagnons,
nous avons rêvé sous le chaume d’honorer un nouveau langage, le nôtre,
et le plus ancien. Nous avons attendu sous les heures de nuit une
aurore où la vallée serait au midi de sa verdure, où les anciens
diraient : nos enfants ont hérité de notre misère car ils ont les yeux
de la guerre et le regard effrayé. Compagnons, nous étions en si petit
nombre que le discours avait l’ardeur ridicule des palabres d’enfants.
Nous étions si tendrement révoltés qu’il fallait percer l’indolence de
nos dires pour y découvrir la sombre fureur. Compagnons insoumis des
heures noires, nous avons tout de même semé et toute bonne graine
honore le semeur. La moisson est proche. Il y aura des hommes et des
hommes à foison aux agapes des places publiques. Chacun dira son
aventure. Car de l’esclavage à la liberté la route fut longue. Ils
furent longtemps trompés par leurs propres élus par vous, princes des
fausses républiques. »
Netra a vlaz kozh war e gomzoù, war e werzioù. Blaz an diamzer hag ar wirionez, er c’hontrol-mik:
Princes, entendez bien... Ne dites plus, ceci est la civilisation car
nous sommes au pouvoir. Ne dites plus ceci est la paix car nous sommes
les garants du monde. Ne dites plus ceci est la science, car nous avons
ses produits à la face du peuple. N’ajoutez plus, nous sommes la
science et l’avenir, quand il vous faut une armée de pithécantropes
pour établir et maintenir les vôtres. »
Divizoù diamzerel, arnevez, a c’hellfe, gant gounid, bout maget gant
aotrounez ‘zo, evel G Bush pe J. Chirac, evel-just, met ivez E. Hervé,
maer Roazhon en deus gwezhall, skrapet memor ar barzh, divezh, daoust
dezhañ da vout ur « priñs gall » penn-da-benn.
Setu, aet eo Glenmor da Dir na n’Og, betek Gwenva. Aet eo d’an 18 a viz
Mezheven 1996, e Kemperle (Kernev-Izel), d’e 64 vloaz. Goulo en hor
c’halonoù e blas ha blaz e varzhoniezh. Kuit en hon divskouarn e vouezh
ken kreñv, e awen ken skañv, e deneridigezh ken tomm, e gounnar ken
ruz, pe gwenn-ha-du kentoc’h. Roomp dezhañ ar gaoz ur wezh diwezhañ:
« Pa vin marv, c’hwi a zeuio, ma mignoned, d’ar sul, d’an abardaez,
goude ar gousperoù tost d’an iliz vihan, e kornig ar vered, war ma bez,
ken dister, e-touez an holl vezioù ».
Ni a zeuio, Milig, ni a zeuio davedout, e koun da gounnar hag e goanag hor dieubidigezh!
O tistagañ eveldout gwezhall :
« Que nul ne s’avance ni ne s’arrête, tenir debout est rôle suffisant et court ! »
Erwan Pennhent.
Re: GLENMOR, ar barzh.
Istor | 21/07/2007, 16:35
Glenmor était un grand homme, un de ceux qui ont fait rennaître la culture bretonne, et insufler au peuple breton l'esprit de rebellion qu'il avait perdu.